Al Lenn Sall Veur[1] (Great Salt Lake e saozneg) zo ul lenn vras e stad Utah e Stadoù Unanet Amerika. War he ribl emañ ar gêr anvet Salt Lake City. Emañ al lenn 1 280 metr a-us live ar mor.
En em astenn a ra war ur gorread a 5 100 km2 pe war-dro, gant 120 km a hed ha 48 km. Sall-kenañ eo dour al lenn, evel m'en diskouez an anv : 27% a holen zo en dour, da lavaret eo muioc'h eget en dour mor. N'eus nemet er Mor Marv ez eo stankoc'h an holen.